Mont en-dro Diwan

Diwan a zo ur strollad kerent ha kelennerien o deus dibabet skoazell ha reiñ buhez da sevenadur Breizh dre ar skoliata e brezhoneg. Ar brezhoneg, benveg modern evit soñjal, kehentiñ hag ezteurel, eo ar yezh nemeti implijet er c’hlas hag e buhez ar skol.

Diwan a zo ur rouedad skolioù unyezhek lik, digoust ha digor d’an holl. Ar vugale, liesyezhek ha digor war ar bed, a vez lakaet e-kreiz ar bedagogiezh. Ar gerent a zo emouestlet ha kengred. Ar gelennerien o deus ur perzh bras e raktres Diwan, labourat a reont  evit ma vo muioc’h a vrezhonegerien hag anavezet gwelloc’h sevenadur Breizh.

Skolioù kevredigezhel eo ha pouezus eo da bep hini kemer perzh e buhez pep skol.

 

Leave a Reply