Ar soubidigezh yezhel

E Diwan e ya ar skol-vamm en-dro e brezhoneg penn-da-benn. An deskoniadurioù diazez: al lenn, ar skrivañ hag ar jediñ a vez kaset da benn e brezhoneg. Ar gouiziadurioù tapet a vez, da c’houde, treuz-kaset e galleg hep ket poan ouzhpenn er c’hentañ derez. Deskiñ lenn zo deskiñ lenn atav ne vern e pe yezh e ve bet desket. Holl vuhez ar skol eo a zo brezhonek. N’eo ket ar brezhoneg yezh ar c’hlas hepken, yezh ar vuhez kevredigezhel eo ivez.
 
Er skolaj evel el lise ez eo ar brezhoneg yezh an darempredoù kevredigezhel hag hini an darn vrasañ eus an danvezioù kelennet. Implij ar saozneg evit kelenn danvezioù zo a gloka an hentenn efedus-mañ a zeskiñ yezhoù. Dibarder he c’helennadurezh a ra eus Diwan an hentenn nemeti oc’h ober gant ar brezhoneg evel yezh darempredoù hiziv an deiz, d’an holl liveoù, er vuhez skolel ha kevredigezhel. Implij ar saozneg evit kelenn danvezioù zo a gloka an hentenn efedus-mañ a zeskiñ yezhoù. Un dra ret eo evit reiñ d’ar brezhoneg ar chañsoù gwellañevit ma chomo ur yezh vev barrek da grouiñ, talvoudus evit dazont ar Vretoned ha neket evit talvezout hepken da verker personded a vije lakaet war wel hep he mestroniañ pe hep ober ganti.

Leave a Reply