Predoù ha kartenn Ribambelle

Evit debriñ er c’hañtin e ranker en em enskrivañ en ti-kêr.

Pôle Education Jeunesse et Sport
Service Vie Scolaire
Espace Kerjégu
2 rue Jacques Cambry
29300 Quimperlé
tél. : 02 98 96 67 00
vie.scolaire@ville-quimperle.fr

Lakaet eo bet e pleustr gant kêr Kemperle ur sistem kartenn, ar gartenn Ribambelle. Ganti e c’hell pep bugel kadarnaat e enskrivadur er c’hañtin bemdez.

DSCN4057
Ar gartenn Ribambelle

Bep mintin e tremen ho pugel e gartenn dirak ar benveg, evezhiet ganeoc’h pa vezont er skol-vamm. Dav eo just tostaat ar gartenn eus ar mekanik hag a zo dindan ar bratell.

Ne c’hell ket ar gartenn bezañ foeltret. Padout a ra a-hed ar bloavezhioù skoliata hag e rank bezañ rentet e fin ar bloavezh CM2. N’eus ket arc’hant e-barzh.

Roet e vez deoc’h ar gartenn hag he boestig digoust da vare an enskrivadur.

Dav eo deoc’h kelaouiñ ar servij Buhez Skol en degouezhioù-mañ:

  • ma cheñch ho chomlec’h pe stad ar familh;

  • ma vez kollet, laeret pe foeltret ho kartenn. Ur gartenn all a vo roet deoc’h ha 7€ a vo lammet eus ho kont-familh.

Mirout predoù
Da vare an enskrivadur e vo roet deoc’h ur ger-tremen hag ur ger-kuzh evit gellet mont war lec’hienn Ribambelle. Posubl eo mirout pe nullañ predoù en-linenn devezh dre zevezh pe evit ar bloaz diwar c’houlenn d’an ti-kêr. 10% a vez ouzhpennet evit pep pred debret met na vefe ket bet miret.

Evit predoù ar:

E c’heller cheñch betek:

Meurzh

Lun 9e30

Yaou

Merc’her 9e30

Gwener

Yaou 9e30

Lun

Gwener 9e30

Ur wech tremenet ar mare menneget e ranker paeañ ar pred.

Ma vefe klañv ar bugel pe ezvezant en un doare dic’hortoz ne vo ket fakturennet pred kentañ ar mare ezvezañs, ma vo kaset un testeni mezeg 3 devezh goude d’an diwezhatañ. Menegiñ war an testeni anv ar bugel, e anv-bihan hag niverenn e gartenn Ribambelle.

Prizioù 2012/2013

·         Pred skol-vamm annezidi Kemperle: 2,24 €
·         Pred skol-vamm annezidi maez Kemperle: 3,00 €
·         Pred kentañ derez annezidi Kemperle: 2,54 €
·         Pred kentañ derez annezidi maez Kemperle: 3,00 €

Leave a Reply