Diwallerezh ha poellad evit an diwallerezh

  • 4e30

Da 4e30 e vez graet da gentañ penn war-dro ar vugale a zistro gant an transportoù boutin. Ambrouget e vezont gant ar skolaerien betek ar c’hirri-boutin.

Evit ar vugale a zo er skol-vamm e rank ar gerent pe an dud e karg dont da gerc’hat anezho er c’hlas. Ar skolidi kentañ derez a vez war ar porzh.

  • DIWALLEREZH

Digor e vez ar servij diwallerezh d’al Lun, Meurzh, Yaou ha Gwener etre 7e30 ha 8e45 hag etre 4e45 ha 7e.

DEUS AR MINTIN

Kasit ho pugel betek levraoueg ar skol hag enrollit an eur erruout war an urzhiataer.

DEUS AN NOZ

Da 4e45 e vez kaset ar vugale d’an diwallerezh (levraoueg ha pratell) evit tapout merenn-vihan hag ober ar galv. Goulennet e vez gant ar gerent hag a vefe c’hoazh er skol d’an eur-se evezhiañ o bugale, dre ma vezont dindan o c’hiriegezh, ha n’eo ket ket dindan hini an AEP ken.

Ar gerent pe tud e karg hag a zeu da gerc’hat o bugale goude 4e45 a rank mont da welet ar skoazellerez e karg evit enrollañ an eur kuitaat war an urzhiataer.

Echuiñ a ra ar servij diwallerezh da 7e rik, ma errufe unan bennak diwezhatoc’h e ranko paeañ frejoù ouzhpenn.

PRIZ

7e30-8e15 : 0,90 €

8e15-8e45 : 0,60 €

4e45-5e15 : 0,86 €

5e15-5e45 : 0,86 €

5e45-6e15 : 0,86 €

6e15-6e45 : 0,86 €

6e45-7e00 : 0.42 €

Un hanter-eurvezh kroget a zo dleet.

Ur fakturenn a vez savet evit pep familh bep miz ha kaset dre ar c’haier-liamm.

  • MONT EN-DRO AR POELLAD DIWALLEREZH

Klikit war :                  GARDERIE PARENTS

Lakit ho ker-kuzh ha klikit war an douchenn KAS

Dont a ra war wel anv(ioù) ho pugel/pugale

Klikit war-c’horre ha war OK

Dont a ra neuze anv ar bugel da vezañ melen ha dont a ra war wel eur fin an diwallerezh.

Na zisoñjit ket reiñ ar ger-kuzh d’an holl re o deus an aotre da zont da gerc’hat ho pugel.

Kenkas e vefe ur gudenn, kit e darempred gant Erwan, 02 98 06 61 81

 

Leave a Reply