Degemer mat!

DSC00253 (2)

Enskrivet eo bremañ ho pugel e skol Diwan Kemperle, setu un nebeud titouroù evit sikour ac’hanoc’h da gregiñ gant ar bloavezh kentañ:

Buhez pemdez ar skol: da c’houzout

* Ar reolennaoueg diabarzh a zispleg dre ar munud reolennoù ar vuhez er skol hag he mont en-dro. Roet e vez bep bloaz d’ar familhoù.
* Ur c’haier ruz a vez roet da bep tiegezh, ha lakaet bemnoz e sac’h-skol ar bugel henañ. Ul liamm eo etre ar skipailh pedagogel hag ar gerent.
* An enskrivadurioù er c’hañtin a vez graet e servij Buhez Skol ti-kêr Kemperle (Espace Kerjegu, 2 straed Jacques Cambry 29300 Kemperle – 02 98 96 67 00 – vie.scolaire@ville-quimperle.fr). Ur gartenn a vez roet da bep bugel hag ur ger-tremen evit mont war Ribambelle, lec’hienn evit mirout predoù ha paeañ anezho.
* Ur servij diwallerezh a vez kinniget er skol d’al Lun, Meurzh, Yaou ha Gwener etre 7e30 hag 8e45, hag etre 4e45 ha 7e noz.
* Ur servij transportoù evit ar skol hepken a vez kinniget gant an TBK evit bugale kumunioù tro-dro Kemperle.

 

Diwan Kemperle : skol ar gerent

Image-1

Meret e vez ur skol Diwan gant un AEP (Association d’Education Populaire)

Dilennet e vez ur burev, hag en em vod ur wech ar miz. Ur burev nevez a vo savet d’an 19 a viz Gwengolo 2014 e-kerzh an emvod-meur bloaz, e-lec’h ma vo pedet an holl gerent.

Diwan Kemperle a zo da gentañ penn ur skol kevredigezhel ha na c’hell ket mont en-dro hep perzhiadur ar gerent. Goulennet e vo ganeoc’h ingal kemer perzh e darvoudoù a bep seurt. An titouroù a sell eus an AEP a vo kaset deoc’h dre bostel. Trugarez eta da gas ho chomlec’h postel da Anne-Laure (sekretourez an AEP: anlordubois@gmail.com) ha da lavaret deomp ma cheñchit chomlec’h.

Ma’z oc’h barrek war tachenn-mañ-tachenn (urzhiataerezh, bitellat) hag e fell deoc’h kemer perzh, lârit deomp!

Bec’h de’i!

DSC00307

Darvoudoù e-leiz a vez dalc’het a-hed ar bloaz. N’eus ket ezhomm eus an holl bep tro, mat arabat disoñjal e c’hell ar skol mont en-dro a-drugarez da berzhiadur pep hini. Setu ul listenn diglok eus ar mareoù pouezus se.

Buhez ar skol, an aergelc’h:

  • Dijuni an distro-skol
  • An emvod-meur
  • Kuzul-skol
  • Gouel Nedeleg ar vugale
  • Raid ar Milinoù
  • Redadeg

Gounid arc’hant (met ivez evit an aergelc’h!)

  • Fest noz
  • Foar al laou
  • Devezh c’hoarioù er skol
  • Gouel Nedeleg Penn da benn
  • Festival Taol kurun
  • Kig ha farz
  • Gouel Breizh (aozet gant ar c’h-Cocopaq)
  • Kermes
  • Gouel Hent Sant Jakez er Pouldu
  • Festival ar Ria

Kuzul skoazell ar skol

DSC00277

Izili ar c’huzul a zo kerent bet, met ivez tud laouen da skoazell ar skol hag ar brezhoneg dre vras e bro Kemperle. Aozañ a ra ar c’huzul darvoudoù, kentelioù brezhoneg ha devezhioù ispisial er skol (kontadennoù da skouer).

Dielloù talvoudus (ha plijus)

DSCN4033 (2)

Mont da heul e vugel skoliataet e brezhoneg n’eo ket diaes, tamm-ha-tamm e erru ar yezh en tiegezh. Kalz  levrioù, pladennoù, radiooù ha lec’hiennoù internet a vez kavet evit deskiñ ar yezh aesoc’h. Setu un nebeud anezho. Ma anavezit lod all, eskemmit gant ar skipailh hag ar gerent all!

* E Kemperle, ar stal Penn da Benn (plasenn Sant-Mikael), dalc’het gant Marijo (mamm Nina) a ginnig levrioù evit ar vugale hag ar re vras e brezhoneg hag e galleg, pladennoù, levrioù-skol…
* Mediaoueg Kemperle a ginnig levrioù, dielloù da selaou ha da sellet e brezhoneg.
* « Rouzig », kelaouenn evit ar vugale betek 5 bloaz, « Louarnig », kelaouenn evit ar vugale etre 6 ha 10 vloaz, war http://keit-vimp-bev.com pe 02 98 26 87 12
* Brezhoweb
* Tresadennoù bev war Youtube : SpotUr wech e oa Mab-Den, …
* Coop Breizh
* Kentelioù evit ar re vras a bep live a vez kinniget gant kuzul skoazell ar skol. Evit kaout titouroù e c’hellit mont e darempred gant Fanny Chaffin, prezidantez ar c’huzul.

DSC00301

 

Leave a Reply